|
Yves Trémorin, luc'hskeudenner, 'neus ket dihanet da ledanaat e dachenn labour en e vicher dezhañ hag ivez en tu all d'al luc'hskeudenniñ. E giriegezh arzour a ya pelloc'h eget an arz evit mont e metoù ar gevredigezh, ar politikerezh hag ar sevenadur dre vras. Deut e oa dres d'ar mare mat an urzh a oa bet ar bloaz tremenet gant François Vertadier, rener poellgor-rannvro an touristerezh d'ar poent-se, evit bloavezh ar boued e Breizh 2008. War hent an arzour e oa stummoù nevez da gaout, ur bed nevez da skeudenniñ, amprouadennoù doareoù nevez da eztaoliñ, dres evel ma oa bet en heuliadoù graet gantañ a-raok. Gant an arz e vez implijet doareoù da skignañ skeudennoù a vras evit an holl : skritelloù, kartennoù-post, ha bremañ teknologiezhioù nevez ar c'helaouiñ. Arzourien Fluxus o doa digoret strategiezhioù nevez d'en em silañ ha da zihenchañ, evit ledanaat tachennoù an arz. Nevez zo e oa bet klasket gant Gilles Mahé, a zo tostoc'h eus an arzour, da aloubiñ gant fent ha da unaniñ tachennoù a oa pell-tre an eil diouzh eben betek-henn, an dra-se « en un doare no man's land etre bed ar bruderezh, ar mediaoù hag an arz »1. Raktres Yves Trémorin, evit an urzh-mañ, a ya pelloc'h eget kas ar skeudennoù eus ur skor d'unan all, eus ur bed d'unan all. Ret eo implijout yezh an arz da vrudañ touristerezh ar vro, d'ober un implij nevez anezhi, ha da wiriekaat ma'z eo efedus en ur bed boutin. Ma vez implijet an arz evit an touristerezh e c'hell bezañ arvarus evit an touristerezh. An arz, gant e sell didruez hag eeun, a c'hell lakaat en arvar ar mod da gehentiñ evit an touristerezh peogwir eo diazezet ar c'hehentiñ war un eufemism hag ur rummad skeudennoù dalc'hmat hoalus. Bras eo an dalc'h evit un arzour en deus dibabet da vevañ e Breizh. E zoare da welet Breizh, ar preder a vez gantañ war frammoù e vro, he mitoù, he elfennoù diazez, a rank talañ ouzh ar redioù da gehentiñ ez-pozitivel hag er bed a-bezh, da fardañ ur c'hemenn a zesacho an dud. An dra-se zo kontrol a-walc'h da zoareoù sevel subjektivel an oberennoù arzel. Broudet eo bet muioc'h c'hoazh Yves Trémorin gant diac'hinad (paradoks) ar seveniñ-se. Abaoe pell e vez amprouet gantañ klichedoù ar skeudenniñ, gant an doareoù boaz evel ar poltredoù hag an divuhezennoù, keit ha ma vez o prederiañ dizehan war an identelezh. Ar raktres a ziskouez produioù ar vro eus an argoad hag eus an arvor. Diskouezet e vezont hervez mod an arzour, gant e zoare da « sellet pizh ouzh danvez an traoù hag ar vevien ». Diskouezet e vez an traoù a dost war foñsoù livet – unliv hep bezañ neptu. An doare ma vez sklêrijennet ar studio a sav skeudoù ha donderioù en takad daouventek ar skeudennoù. Gant an doare-se e teuer a-benn da sublimañ ar sujedoù. Gant al livioù implijet e vez ouzhpennet skeudennoù maezioù ha mojennel : ur galetezenn pleget evel un tric'horn a laka da soñjal er peulvanoù e Breizh, ar foñs gell a ziskouez an argoad ; ar skejenn kig sall gwedennet zo heñvel ouzh an torrer-tarzhoù e Sant Malo, distag eo diouzh ar foñs gwenn a weler war bannieloù Breizh ha Bro-C'hall. Ur meneg ispisial evit tem ar beg a weler, evel ma oa bet lakaet war wel dija, en oberenn a-bezh. Amañ eo evel dougen bri da vicherourezed ar friturioù. En heuliad-se eo disheñvel ar beg diouzh an traoù all. Elfenn ar c'horf nemeti, hag ivez dibenn sujedoù all ar fotoioù. An arzour 'neus bet lavaret, pa gomze eus an divuhezennoù « Tout an traoù a skeudennaouan a zebran ivez »3 ? Pep pezh zo amañ evel ma ne vez ket peurvuiañ. Dre se e teu da vezañ un draezenn kenedus hag arouezius. An holl bezhioù a vez kemmet, ha nevesaet e vez penn-da-benn ar mod ma vez gwelet perzhioù identelezh Breizh. An urzh-mañ a-berzh an ensavadurioù zo nevez hag he deus broudet ar preder war ur bern krafoù, krafoù dalc'hmat brasaet an niver anezho gant Yves Trémorin. An trid degaset gant skeudennoù lakaet war skoroù nevez, kemer ger evit ger an traezennoù-memor zo ur c'hendastum eus an traezennoù arzel, eus an arz poblek hag eus al lec'h memor, gedal ur rouedad nevez da skignañ, aze ema ñ dalc'hoù digoret en arz a-vremañ, dalc'hoù roet e lusk dezhañ gant an arzour – a blij ar sonerezh dezhañ. Yves Trémorin zo evel Gilles Mahé ha Jean-Philippe Lemée e penn un embregerezh vihan ma kaver mignoniaj ha skiant-prenet, da gas war-raok labourioù, da unaniñ skipailhoù aozerien, da veskañ tachennoù produiñ pell an eil re eus ar re all, da lavaret eo prederiañ war ar chadenn produiñ eus ar meizañ betek ar gwerzh dre lizher pe er stalioù. Prederiañ war kehentiñ an touristerezh dre un obererezh arzel, zo kalonek a-walc'h, zo nac'h dispartiañ daou ved na veskont ket alies hiziv. Gant ar raktres-mañ zo bet savet ul lec'h boutin etre an arz hag an touristerezh, ul lec'h a genlevezonoù, ul lec'h evit pismigañ.
Catherine Elkar, Kinnig BREIZHTORYTHM, katalog BREIZHTORYTHM, FRAC Bretagne, 2008
Traduction : Gilles Pennec 1 In Daniel Soutif, « Rendez-vous au bar, Ghislain Mollet-Viéville, courtier en art », Libération 10 a viz Here 1985 2 In Christophe Domino, Trémorin, la photo par d'autres moyens ou le tragique de la patate écrasée, Trémorin D'ar ger, Roazhon, Mirdi an Arzoù-kaer, 1999, p. 92 3 In Laurent Salomé, Trémorin D'ar ger, Roazhon, Mirdi an Arzoù-kaer, 1999, p. 12 |
|
 
|
|